Me zo gannet
Me zo ganet e-kreiz ar mor
Teir leo er-maez
Un tiig gwenn du-hont am eus
Ar banal 'gresk e-tal an nor
Hag al lann a c’hol' an avaez
Me zo ganet e-kreiz ar mor
E bro Arvor
Ma zad a oa 'vel e dadoù
Ur martolod
Bevet en deus kuzh ha diglod
Ar paour ne gan den e glodoù
Bemdez-bemnoz àr ar mor blot
Ma zad a oa ’vel e dadoù
Stlejour rouedoù
Ma mamm ivez a laboure
Ha gwenn he bleo
Ganti ar c'hwez àr hon taloù
Desket em eus, bihanik tra
Mediñ ha tenniñ avaloù
Ma mamm ivez a laboure
D'ounit bara