Me Ivez
Me ‘zo bet ur plac’h yaouank
Eus ar gêr a Gemper
‘Oa ret ober he studioù
‘N em heñchañ war ur vicher
Bevet ‘meus e kêr Roazhon
Gant dizurzhioù kêriz Ha kaer ‘meus bet ober vann da vonet da heul ar c’hiz
Freedom
En deiz a gan Freedom
En noz a lonk
Em froudennoù foll ‘yudan ma anv
Aet e oan gant stêr ar red War riboulioù ar bed ha setu ur paotr yaouank « karantez » ‘soñje din-me
Karet oan ha diskaret
War gwele an touell
Ha diboell ar baotred dall
‘Noa dibennet ma c’heal
Piv on ? En deiz a gan Piv out ?
En noz a lonk
Em gwriziennoù don mouget ar frankiz
Harzoù hedro gourlakaet
Hep asant ar merc’hed
Met morse nemet kerse
Na chom gant ar reuzied
Savet ‘meus ma flanedenn
War avel ar frankiz
Mil dañjer am eus kavet
War hent-dall ar yaouankiz