Bro Gozh Va Zadoù

Evan James / James James

« Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro !
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro.
Dispont kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat,
A skuilhas eviti o gwad.

Refrain

O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro.
Ra vezo digabestr ma Bro !
Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar Varzhed,
N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed,
Pep menez, pep traonienn, d'am c'halon zo kaer,
Enne kousk meur a Vreizhad taer !

Refrain

Ar Vretoned 'zo tud kalet ha kreñv ;
N'eus pobl ken kalonek a zindan an neñv,
Gwerz trist, son dudius a ziwan eno,
O ! pegen kaer ec'h out, ma Bro !

Refrain

Mar d'eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras,
He yezh a zo bepred ken beo ha bizkoazh,
He c'halon birvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz,
Dihunet out bremañ, ma Breizh ! »

Wissenswertes über das Lied Bro Gozh Va Zadoù von Nolwenn Leroy

Wer hat das Lied “Bro Gozh Va Zadoù” von Nolwenn Leroy komponiert?
Das Lied “Bro Gozh Va Zadoù” von Nolwenn Leroy wurde von Evan James und James James komponiert.

Beliebteste Lieder von Nolwenn Leroy

Andere Künstler von Romantic