Hent noazh

Denez Prigent, Yann Tiersen

Me 'm eus ul labousig fidel

Du e veg, gwenn e ziwaskell

Me 'm eus ul labousig bihan

Kaver aour, kaver arc'han'

« Labous bihan, din-me lâret

Daoust petra hiziv 'peus kavet

Ken gae ho kan ha ken dreo

Diskouezit d'ho mestrig dillo ? »

Hag eñ da vont a doen da doen

'Vit respont betek ur feunteun

Kuzhet eno e foñs an dour

Pezhioù arc'hant, pezhioù aour !

Un den kraf 'zo deu't da glevet

Ha ma labous 'deus laeret

Ha ma labous 'deus dic'houezet

Ha lezet goude da vonet

Ha klañv gant ar c'hoant 'c'houlenne

Gant al labous pa zistroe

Gant al labous pa oa distro

Eus e nijadenn tro-war-dro :

« Labous bihan, din-me lâret

Daoust petra hiziv 'peus kavet

Ho kan ken dreo ha ken gae

Diskouezit d'ho mestrig neve' ? »

Hag eñ da vont a we'nn da we'nn

'Vit respont betek ur gleuzenn

Hag eno dihunet un naer

Ha setu flemmet al laer

Ha setu al laer flemmet

Ha nebeud goude tremenet

Ha nebeud goude tremenet

Ha din ma labous distroet !

Me 'm eus ul labousig fidel

Du e veg, gwenn e ziwaskell

Me 'm eus ul labousig bihan

Kaver aour, kaver arc'han'

Beliebteste Lieder von Denez Prigent

Andere Künstler von Worldbeat