Kraoñenn Kerzaonet
E Kerzaonet e traoñ ar roz
E vez kavet ur graoñenn gozh
Ur graoñenn gozh a vez kavet
Ur sorser bras 'deus he flantet
En-dro d'ar wezennn achantet
E tañs, e tañs ar gorriked !
En-dro d'ar wezenn d'al loargann
E tañs, e tañs ar c'horrigan !
Met ar bloaz-mañ eo bet troc'het
Hag he c'heuneud dispartiet
« Tud Kerzaonet ma selaouet
cr c'heuneud-se n'implijit ket !
En-dro d'ar wezennn achantet
E tañs, e tañs ar gorriked !
En-dro d'ar wezenn d'al loargann
E tañs ket ken ar c'horrigan !
Ma selaouit tud Kerzaonet
cr c'heuneud-se a zo sorset ! »
En-dro d'ar graoñenn achantet
Ne zañs ket ken ar gorriked !
Petra nevez e Kerzaonet
'Welet o sevel ar moged
E Kerzaonet kroget an tan
Tec'hit diouzhtu, tec'hit buan !
En-dro d'an tan-gwall alaouret
E tañs, e tañs ar gorriked !
D'al loargann en-dro d'an tan
E tañs en-dro ar c'horrigan !