cn tad-moualc'h kaner
Moualc'hig an aotrou Lenoret
Unan boemus ma vez er bed
Forzh peseurt son klevet gantañ
Forzh peseurt son 'lârer dezhañ
Gouest eo al labous d'he c'hanañ
Gouest eo d'he c'hanañ penn-da-benn
Gouest eo d'he c'hanañ buan hag aes
Ken aes ha ken mat ha mab-den
Ha zoken klevet met ur wezh
cn aotrou Lenoret 'lâre
D'al labous bihan an deiz-se :
« Moualc'hig beg melen donezet
Ma mestrez koant it da welet
Da ganañ dezhi an donenn
'M eus savet evit he sonenn
Evit he sonenn 'm eus savet
'Vel 'deus-hi ganin goulennet
Evit he sonenn kaer-meurbet
'Deus graet espres 'vit hon eured
'Deus graet espres 'vit hon eured
Hon eured deomp-ni da zonet
Ha deu't en-dro gant ar chañson
Penn-da-benn savet ton ha son
Ton ha son penn-da-benn savet
'M biche plijadur d'he c'hlevet
'Vel pa 'z eomp hon-daou a-gevret ! »
D'he c'hlevet 'vel-se echuet ! »
Kreisteiz 'oa o skeiñ e gleier
'Benn 'teuas al labous d'ar gêr
Ha 'kanañ neuze d'e vestrig
'Vel 'doa goulennet tuchantig
Ha 'kanañ neuze a-bouez penn
War sparl ar puñs ar ganaouenn
Met hini o-daou ne oa ket
Na ton ha na son tamm ebet
Na ton ha na son tamm ebet
"Kantik cn cnaon" 'lâran ket
Hag an aotrou 'klevet neuze
Kounnaret dezhañ evel-se :
« Petra 'ganit din-me aze
Sod oc'h pe c'hoarzhit ouzhin-me
C'hoarzhit ouzhin-me pe sod oc'h ?
N'eus forzh na glevin ket muioc'h
Na glevin ket muioc'h, kerzhet
Kerzhit kuit diouzhtu pe tavet ! »
Kerzhit kuit buan pe tavet ! »
'Oa ket peurechuet ar ger
Klevet 'oa en-dro ar c'hleier
Klevet 'oa ar c'hleier en-dro
O kemenn o-daou ar marv
« -E Kerlirzhin petra neve'
Lârit tudoù, lârit din-me
Lârit tudoù, lârit din-me
'Vit klevet o seniñ 'vel-se
O seniñ rouez an anaon
cr c'hleier o-daou, a-unson ?
cllas, allas, diaes da lâret
Diaes da lâret koulz ha klevet
cllas, allas, diaes da anzav
Ho mestrezig koant 'zo marv
Ho mestrezig koant 'zo trem'net
En un taol krenn, an noz paseet ! »
'N aotrou Lenoret pa glevas
Teir gwech 'vel foeltret 'faganas
Teir gwech 'vel foeltret war an douar
Gant an dispi hag ar glac'har
Gant ar glac'har hag an dispi
Ha ne adsavas biken mui
E Kerlirzhin 'kreiz ar vered
Ur maen-bez bras a vez gwelet
Ur maen-bez bras 'vel daou hini
D'an daou zen yaouank an hini
Lakaet 'sambles er memes be'
Tostig an eil ouzh egile
Lakaet skoaz-ouzh-skoaz, dorn-ha-dorn
Plantet ur wezenn e pep korn
Plantet ur wezenn-avaloù
'Neizhañ warno labousigoù
Labousigoù 'leizh war 'r brankoù
En o zouesk moualc'h an aotrou
'Fredoniñ eno deiz ha noz
cr memes chañson direpoz
Chañson e vestrig hag he dous
Dime't o-daou er Baradouz !
O-daou kevret er Baradouz !