Kostez Kêr [Live à Yaouank]
Nozvezh kentañ ma eured me 'm boa koñsañtamant
Nozvezh kentañ ma eured me 'm boa koñsañtamant
'Vit servijañ ar roue red eo bezañ kontant
'Vit servijañ ar roue red eo obeiso
'Vit servijañ ar roue red eo obeiso
Met ma dousig Frañsisa 'chom d'ar gêr o ouelo
Tevit, tevit Frañsisa, tevit na ouelit ket
Tevit, tevit Frañsisa, tevit na ouelit ket
'Benn un daou pe un tri ble me 'deuï c'hoazh d'ho kwelet
Pase't an daou, an tri ble ar bev'ret 'zo ivez
Pase't an daou, an tri ble ar bev'ret 'zo ivez
Nag ar martolod yaouank ne zeu tamm da vale
cr plac'hig a oa yaouank a gave hir he amzer
cr plac'hig a oa yaouank a gave hir he amzer
'Doa lakaet e-barzh he soñj da zimeziñ 'darre
Na pa oa tud an eured dimeus an daol o koanio
Na pa oa tud an eured dimeus an daol o koanio
'N em gavas ur martolod 'ba'n ti a c'hoûl 'lojo
Boñjour deoc'h matez vihan na c'hwi ma lojefe ?
Boñjour deoc'h matez vihan na c'hwi ma lojefe ?
Me 'zo 'r martolod yaouank 'tistreiñ deus an arme !
Salv-ho-kras 'ta emezi amañ 'vec'h ket lojet
Salv-ho-kras 'ta emezi amañ 'vec'h ket lojet
Tud an eured 'zo 'koanio gante on okupet !
Met hemañ 'oa ur paotr fin 'ouie mat an doare
Met hemañ 'oa ur paotr fin 'ouie mat an doare
'Kerzh da wel't ar voereb gozh 'barzh ar gambr a-gostez
Boñjour deoc'h ma zintin gozh na c'hwi ma lojefe
Boñjour deoc'h ma zintin gozh na c'hwi ma lojefe
Me 'zo 'r martolod yaouank o tistreiñ deus an arme
Me 'zo 'r martolod yaouank deus an arme distroet
Me 'zo 'r martolod yaouank deus an arme distroet
Noz eo 'neï ha glav a ra 'oaran ket p'lec'h monet
Noz eo 'neï ha glav a ra 'oaran ket p'lec'h monet
Ma malizenn war va choug serten me 'zo sammet
O ya sur 'ta emezi amañ c'hwi 'vo lojet
O ya sur 'ta emezi amañ c'hwi 'vo lojet
'Barzh ur gwele leun a bluñv 'vec'h lakaet da gousket
'Barzh ur gwele leun a bluñv 'vec'h lakaet da gousket
Hag en ur marchosi mat 'vo lak'et ho kezeg !